Tro Frañs ar maouezed
Echuet e oa Tro Bro c’hall ar plac'hed war vac’h houarn disul. E 2022 e oa bet aozet en-dro hag hir eo bet an hent evit ar sportourezed. Tro Frañs kentañ ar plac'hed a oa bet dalc'het e 1955 met ne oa ket bet kendalc'het ar bloaz war lec'h 'blam d’ar seksim er sportoù. Adaozet e voe tro Frañs ar maouezed etre 1984 ha 1989. Kenstrivadegoù all a voe betek 2022 met hep na vefe implijet an anv « Tour de France » evit ar redadegoù-se, nag ar roched velen. Tamm ha tamm e vez graet muioc'h a blas d'ar maouezed er sport-se ha berzh en doa graet ar genstrivadeg ar bloaz-mañ. Teir lodenn eus an Tour a dremene e Breizh. Evelyne eus Plougonveur hag a oa bet o welet an tennad kentañ etre Gwened ha Pluveleg...
Evelyne a oa bet aterset gant Bleuenn Le Lay. Tro Bro C’hall ar plac'hed en deus padet 9 devezh etre Gwened hag an Alpoù. Hini ar baotred a bad 22 devezh.